Redadeg : Ar redadeg o tont !
Posted on Friday 23 May 2014, 10:44 - Titouroù - Permalink
- Article
- |
- Comments (0)
- |
- Attachments (0)
Kemennad Kentelioù an Noz
Demat deoc'h !
Redadeg : Ar redadeg o tont ! Etre 6e30 ha 10e30 noz e vo gouel ar Redadeg war plasenn Viarme e Naoned. Deuit niverus !
<B06.gif>Deuit da redek Dilun e Kernitron-al-Lann tro-dro 5e25 goude-lein gant Kentelioù an Noz pe da reiñ kalon d'ar rederien ! An emvod evit mont asambles a vo da 4e en arsav tram Fañch Mitterrant pe da 4e15 e arsav tram ar Kardo. Piv vo gwelet ?!
Hag an dibenn-sizhun-mañ :
- Gwener 23 a viz Mae : Tro ha Bistro da 7e er c'hafe Marmaille 8 straed Jeanne d'Arc e Naoned (e-kichen marc'had Talensac). Neuze petra ho po ?!
- Sadorn 24 a viz Mae : Adwelout live 2 eus 11e betek 12e30 er greizenn Yezhoù ha Sevenadur (13 straed ar Breolimer, Sant-Ervlan).
Adkas a ran d'ho soñj e vo an emvod-meur d'ar Gwener 20 a viz Even (e Ti-Keltiek, Naoned) ha gouel fin ar bloaz d'an 27 a viz Even (e Yezhoù ha Sevenadur, Sant-Ervlan).