Dizale, petra eo ?
Posted on Wednesday 11 December 2013, 16:43 - updated on 11/12/13 - Diskouezadeg - Permalink
- Article
- |
- Comments (0)
- |
- Attachments (0)
Me oa er staj brezhoneg e barzh ar gevridigezh Dizale e Orient e miz kerzu 2012 tremenet. ur bloazh dijà..
Dizale.....Demat an Aotrou Jean-Marie Olivier.
Ur gevredigezh (lezenn 1901) eo Dizale, sikouret gant Kuzul rannvro Breizh. Tud a-vicher a vez gopret ganti hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n’eus forzh peseurt doare oberenn.
Ha Bremân ar rener Dizale : Samuel Julien
Petra rez gant Dizale?
Produiñ e brezhoneg war dachenn ar c’hleweled.
Tamm-ha-tamm e klask Dizale sevel ur gwir dakad produiñ e brezhoneg. E penn kentañ 2006 eo bet advouezhiet ar c’hentañ film sinema e brezhoneg ganeomp. Sevenet oa bet gant ar memes skipailh tud a-vicher ur bern produksionoù all : tresadennoù-bev, rummadoù skinwel ha telefilmoù.
Barrek eo ar gevredigezh da respont da n’eus forzh peseurt ezhomm a zo evit ar chadennoù skinwel da geñver an advouezhiañ pe an istitlañ.
Met ouzhpenn respont d’an ezhommoù e fell deomp krouiñ ivez...
klik war ben a skeudennoù mar plij.
__lec’hien breizhvod
"Piv omp ?
Ul lec’hienn gouestlet d’ar Video diouzh ar goulenn eo BreizhVOD. Kinnig a reomp a bep seurt oberezhioù kleweled, da lavaret eo filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù pe seriennoù ha kement tra e brezhoneg. Oberezhioù advouezhiet e-leizh a zo met ivez oberezhioù bet produet war-eeun e brezhoneg.
Pal BreizhVOD ’zo - abalamour da se eo anvet hor lec’hienn e mod-se - bodañ. Kavout a reot neuze oberezhioù o tont deus tiez-produiñ liesseurt.
Meret eo BreizhVOD gant ar gevredigezh Dizale. Pal ar gevredigezh-mañ zo diorren ar c’hleweled e brezhoneg hag evit kas ar gefridi-mañ da benn e vezomp skoazellet gant Kuzul rannvro Breizh, gant Kuzul meur Penn-ar-Bed hag gant Ar Redadeg. Ezel eo ivez Dizale deus Produet e Breizh.
Dont a ra an oberezhioù kinniget war BreizhVOD deus meur a di-broduiñ : Dizale, Gwengolo Filmoù, JPL Films, Kalanna, Lionel Buannic Krouiñ, Lyo Productions, Plurielle Productions ha Pois Chiche Films. Spi hon eus kavout re all diwezhatoc’h...
A wir galon ganeoc’h, Skipailh BreizhVOD"
Be the first to comment on this article
Parse error: Unclosed '{' on line 38 does not match ')' in /homepages/46/d343038570/htdocs/kalzadud/dotclear/cache/cbtpl/39/28/3928ea10a9735f4471f33f0961b05854.php on line 39