Tro ha Distro : Disul a zeu !

Disul a zeu ! Tro ha distro gant kalz a dud me sonj din . neketa ? Titouroù ha rakpaeañ / 02 40 85 27 22 – yezhou44@yahoo.fr

CIMG2869.JPG Tro ha distro : Ar valeadeg vreizhek e Sant-Ervlan o tont endro d’ar sul 29 a viz gwengolo. E koulz fest Celtomania, d’ar sul 29 a viz gwengolo e vo dalc’het devezh ar sevenadur breizek e Sant-Ervlan. An trede Tro ha Distro an hini eo, ar valeadeg ‘Souezhadenn ha dizoloadenn” a grogo devezh gouelioù kinniget evit pemp bloaz ar greizenn sevenadurel breizek Yezhoù ha Sevenadur hag ar skolaj Diwan Liger-Atlantel.

Da 9e mintin : Emgav e 13 straed ar breolimer (Etre dibenn linenn tram Fañch Mitterand ha bourc’h Sant-Ervlan).



Da 9e30 : Kregiñ a raio ar valeadeg 2€, digoust evit ar re dindañ 12 bloaz.



Da 12e30 : Sonerezh iwerzhonek ha vreizhek. Digorlid diskouezadeg poltriji Loeiz Bloñs. Digoriñ an davarn ha stal krampouezh. C’hoarioù breizek. Filmoù sevenet gant ar skolajidi. Deskoni brezhoneg. Dedioù al levr « Les Sonneurs Bretons » gant Martial Le Corre hag an Deiziadur Diwan 2014 gant Mickaël Huiliers. Da 3e abardaez : Fest-deiz digoust gant Kristin hag Oona (Kan ha diskan), Cantaud hag Hellou (akordeon ha flutenn), Kas a part (akordeon, violoñs ha gitar).



Diskouez kevredigezhioù : KDSK, Kentelioù an Noz, Skol an Emsav, Skolaj Diwan Liger-Atlantel, Violoñdans ha Yezhoù ha Sevenadur. Aozadur : Kuzul Skoazell ar Skolaj Diwan a-gevred gant Yezhoù ha Sevenadur er framm ar Gouel Celtomania.



Titouroù ha rakpaeañ : 02 40 85 27 22 – 06 08 05 11 10 – yezhoù44@yahoo.fr – Facebook : Yezhoù ha Sevenadur


****************************************

Marcelo

Author: Marcelo

Stay in touch with the latest news and subscribe to the RSS Feed about this category

Comments are closed


No attachment



You might also like

dizale_devezh_kentan_05.jpg

Dizale, petra eo ?

Me oa er staj brezhoneg e barzh ar gevridigezh Dizale e Orient e miz kerzu 2012 tremenet. ur bloazh...

Continue reading

lenine.JPG

Lenine

Ma postel kentañ Silaou silaou !! Lecteur audio intégré [ skol an emsav...

Continue reading